Lizher Tiegezh
Santez Anna
Pedenn evit Avielidigezh Nevez BreizhSeigneur Dieu, par l’intercession de sainte Anne, Mère de la Vierge Marie, grand-mère de Jésus et Patronne des Bretons, fais resplendir aujourd’hui la splendeur de ton visage sur notre pays; Nous te le demandons par Jésus Christ notre Seigneur. Amen.
Aotrou Doue, dre hanterouriezh santez Anna, mamm ar Werc’hez Vari, mamm gozh Jezuz ha Paeronez ar Vretoned, lakait splannder ho tremm da barañ hiziv war hor bro. Ni ho ped dre Jezuz Krist hon Aotrou. Amen
Santez Anna, Paeronez Breizh, pedit evidomp !
Sant Erwan, pedit evidomp !
Holl sent Breizh, pedit evidomp!
Holl sent hag holl aeled ar Baradoz, pedit evidomp !
Santez Anne, Patronne de la Bretagne, priez pour nous !
Saint Yves, priez pour nous !
Tous les saints de Bretagne, priez pour nous !
Tous les saints et tous les anges du Paradis, priez pour nous !
Tiegezh Santez Anna :
Un ti a bedenn – Lann Anna – hag ur vreuriezh annezel e kreiz ar Menezioù Du e Breizh
Une maison de prière – Lann Anna – et une fraternité de vie au cœur des Montagnes Noires en Bretagne.
Un tiegezh
speredel, tud mennet da zispakañ o buhez kristen gwriziennet e sevenadur
o bro.
Une famille spirituelle, des hommes et des femmes désireux d’épanouir leur vie chrétienne, enracinés dans la culture de leur pays.
Evit
kemer perzh e lid hollvedel an Emglev gant holl binvidigezhioù
hor sevenadur.
Evit
ma roio Breizh he mouezh dibar e Kan ar Pobloù
Pour entrer dans la célébration universelle de l’Alliance avec toutes les richesses de notre culture.
Pour que la Bretagne élève sa voix dans le Chant des Peuples.
« Ur feiz na zeu ket da vezañ sevenadur zo anezhi ur feiz n’eo ket degemeret en he fezh, n’eo ket meizet penn-da-benn, n’eo ket buhezet feal.» Yann-Baol II
«Une foi qui ne devient pas culture est une foi qui n’est pas pleinement accueillie, entièrement pensée et fidèlement vécue. » Jean-Paul II
Evit mont pelloc’h… Ma fell deoc’h mont e darempred gant Tiegezh Santez
Anna ha kejañ ganimp e c’hellit skrivañ dimp.
Lezit
hoc'h anv, kentanv hag ho chomlec’h (kenrouedadel pe postel), o lavarout e ’karfec'h
kejañ ganeomp, pe resev lizher kelaouiñ Tiegezh Santez Anna,
pe kasañ ur prof frank evit harpañ oberenn Tiegezh Santez Anna
, pe c'hoazh resev teul Kan ar Pobloù (perzhiadur
: 15 euro + 3 mizoù kas)
Pour aller plus loin… Si vous voulez entre en relation avec Tiegezh Santez Anna et nous rencontrer, vous pouvez nous écrire (par courriel) en nous informant que vous désirez nous rencontrer, ou recevoir la lettre d’information de Tiegezh Santez Anna, ou adresser une offrande libre pour soutenir l’œuvre de Tiegezh Santez Anna, ou encore recevoir le document "Le Chant des Peuples" (participation : 15 euros + 3 euros pour frais d’envoi).
Ra savo goulou an Aotrou Dasorc'het en ho kalon! Trec'h eo hon Aotrou war an Ankou! Drezañ e teu dimp ar Spered Santel hol laka
da bediñ an Tad : Abba!
Er Bibl e welomp an hir a istor etre Doue hag an dud, kollet ganto mignoniezh Doue en abeg d'ar pec'hed. En e furnez en deus Doue dibabet ur bobl evit he lakaat da vont gant e hentoù ha drezi lakaat an holl bobloù da zistreiñ davetañ. An Doue Hollc'halloudek zo en em c'hraet tost betek dont zoken da chom en hon touez o kemer korf eus ar Werc'hez Vari, merc'h dispar eus ar Bobl Dibabet.
Er Werc'hez Vari, merc'h Anna ha Yoakim, daou bried yuzev, anezho pleustrerion feal Lezenn Doue, e voe sevenet promesaoù Doue da reiñ ur Salver d'e bobl.
E Jezuz Krist, eo en em ziskouezet karantez Doue evit an dud gant dremm un den. Tostaet en deus ouzhimp evit hol lakaat da dostaat outañ.
Etre divrec'h Mari en em ro da welet evel ur bugelig.
Gant Mari ha Jozef, en deus bevet Jezuz, Mab Doue deuet da vout den, ur vuhez tiegezhel ma sank ennañ e wrizioù tiegezh Jezuz a zo an Iliz.
E-doug e vuhez abostolek, en deus diskouezet an Aotrou Jezuz e gendruez ouzh an dud pec'her, ouzh an dud er boan, oc'h embann d'an holl Keloù Mat ar Silvidigezh hag oc'h ober sinoù ha burzhudoù.
"Goude bezañ karet e re a oa er bed, en o c'haras betek ar penn pellañ." (Yn 13,1) oc'h asantiñ reiñ e vuhez evit silvidigezh an dud, o vervel war ar Groaz.
Dre e varv en deus trec'het ar marv hag e ro dimp ar vuhez. Bez ez eo an Oan Pask hon salv eus sklavelezh ar pec'hed hag hol laka da dremen e Rouantelezh Doue. Bez ez eo ar Mab unganet hag an Tad a ra ac'hanomp e advibion drezañ dindan nerzh ar Spered Santel.
Dasorc'het, emañ e penn an Iliz ma'z eo ar gristenion, bevaet gant ar Spered a garantez, ar vein bev anezhi.
Hiviziken ez eo galvet pep den dre ar feiz da entuañ gant kevrin ar C'hrist Salver. Ha galvet eo pep pobl, da zegemer ar C'heloù Mat en he sevenadur dezhi he-unan ha da ziorren ur sevenadur kristen dezhi da reiñ an tu da zispakañ ar vuhez kristen en he leunded.Dindan warez santez Anna ez eo strollet hon tiegezh speredel ma'z eo galvet an izili anezhañ da zispakañ o feiz en atil sevenadur o fobl en doare da veuliñ Doue gant holl c'hallusterioù o buhez den ha da vont tre, gant holl binvidigezhioù enstuzegezh ar feiz en o fobl, el lid hollvedel ar silvidigezh deraouet gant ar Pantekost.
Ne baouez ket Yann-Baol II da zegas da soñj emañ enstuzegezh ar feiz e kreiz an Avielidigezh Nevez ma rank an Iliz plediñ ganti.
Ar c'hazetennoù o deus komzet eus an Nozvezh Kelt e Pariz ha mat kenañ eo e vefe enoret evel-se sevenadur Breizh. Hogen gwelout a reomp mat an torr-dimeziñ a zo bremañ etre ar feiz hag ar sevenadur en hor Breizh a ya war zigristenaat buan meurbet. Holl a-gevret pedomp enta evit ma c'hoarvezo ur c'hwezhadenn nevez eus ar Spered Santel war Vreizh ha ma lido an Aotrou gant holl binvidigezhioù he sevenadur. Da bep hini ac'hanomp eo dezhañ stagañ gant ur vuhez kristen muioc'h-mui gwriziennet er bedenn ha dispaket en hor sevenadur, dindan warez santez Anna. Breizh da Jezuz ! + Benead
Sous la Protection de sainte Anne
La Bible nous montre la longue histoire entre Dieu et les hommes qui avaient perdu l'amitié de Dieu à cause du péché. Dans sa sagesse, Dieu a choisi un peuple pour lui enseigner ses chemins et de ramener à Lui tous les peuples de la terre. Le Dieu Tout-Puissant s'est fait proche jusqu'à habiter parmi nous, en prenant chair de la Vierge Marie, fille merveilleuse du Peuple Elu. En la Vierge Marie, fille d'Anne et de Joachim, deux époux juifs et pratiquants fidèles de la Loi Divine, fut accomplie la promesse de Dieu de donner un Sauveur à son peuple.
En Jésus le Christ, l'amour de Dieu pour les hommes a pris visage humain, il s'est fait tout proche de nous pour nous rapprocher de lui.
Au bras de Marie, entre les mains de sainte Anne, il se montre petit enfant.
Avec Marie et Joseph, Jésus, le Fils de Dieu fait homme, a vécu une vie de famille dans laquelle s'enracine la famille de Jésus qu'est l'Église.
Durant sa vie apostolique, le Seigneur Jésus, annonçant à tous la Bonne Nouvelle du salut et accomplissant de nombreux signes et prodiges, a montré sa compassion pour les hommes pécheurs et souffrants.
"Après avoir aimé les siens qui étaient dans le monde, il les aima jusqu'au bout" (Jn 13,1) et accepta de donner sa vie pour le Salut des hommes en mourant sur la Croix.
Par sa mort, Jésus a vaincu la mort et il donne la vie. Il est l'Agneau pascal qui sauve de l'esclavage du péché et fait passer dans le Royaume de Dieu. Il est le Fils Unique en qui le Père fait de nous ses enfants d'adoption dans la puissance de l'Esprit Saint. Ressuscité, il est la tête de l'Eglise dont les chrétiens sont les pierres vivantes, animées par l'Esprit d'amour.
Kemennoù. Annonces
Rouez eo bet hol lizhiri hag hon emvodoù er mizoù tremenet
leun a oberoù koulskoude. Spi hon eus e c'hellot en em vataat dizale
eus hol labourioù liesseurt. Trugarez a greiz
kalon evit ho skoazell speredel ha danvezel. Ezhomm hon eus eus ho skoazell
evit kenderc'hel gant hon embregadenn speredel e servij an Aotrou Doue ha
gwriziennet e Breizh. Kantadoù a staeliaded pastorel a vez gopret
hiviziken gant eskobiezhoù Breizh. N'eus nemedomp oc'h en em ouestlañ
- ha ni hep gopr ! - evit meuliñ Doue en hor sevenadur ha skoazellañ
ar re a fell dezho henn ober ivez. Divent eo al labour. Trugarez
da genderc'hel d'hon harpañ. Deuit d'hor gweladenniñ e-pad
an hañv. Tu a vo da gomz eus hor raaktresoù...
Nos bulletins ainsi que nos réunions se sont faits rares ces derniers mois, chargés d'intense activité. Nous espérons que vous pourrez bientôt profiter du fruit de nos divers travaux. Merci du fond du coeur pour votre aide spirituelle et matérielle. Nous avons besoin de vos dons pour poursuivre notre aventure spirituelle au service de Dieu et enracinée en Bretagne. Les diocèses bretons emploient désormais des centaines de permanents en pastorale. Nous sommes les seuls à nous consacrer - sans salaire ! - à louer Dieu dans notre culture et à aider ceux qui veulent le faire également. La tâche est immense. Merci de continuer à nous aider. N'hésitez pas à venir nous visiter durant l'été. Nous pourrons parler de nos projets...
Tennet eus hanezadur ar Vouster
2002
Genver. 1. Neizheur e sal barrez Gourin hor boa aozet gant mignoned ur veilhadeg pediñ evit tremen d'ar bloavezh nevez: un eurvezh a veuleudi hag ar chapeled evit echuiñ. Ur banne da heul gant traoù lipous degaset gant ar berzhidi. Doue d'hor bennigañ e deroù ar bloavezh-mañ a c'hras. 13. Hiziv emañ Frédéric, breur Gweltaz, en hon metoù. Profañ a ra dimp ur CD nevez bet enrollet gant kumuniezh ar Verb a Vuhez m'en deus graet enni un enkoulm nevez ar miz tremenet evit tri bloavezh. Klod da Zoue ! 15. Mare ar plantañ gwez eo. Aet omp an enderv-mañ da brenañ un nebeud re en ur spluseg: gwern, faou, faou-put, sapr, bezv, ur gistinenn hag ur vesperenn. 20 Emvod lec'hel Tiegezh Santez Anna en Henbont. Meuleudi ha kelennadenn gant nebeut a dud. Merenn-vihan evit echuiñ. Doue da vennigañ an emgav-mañ e Bro-Wened. Sizhunvezh pediñ evit unvaniezh ar gristenion: aet omp d'ur veilhadeg pediñ aozet en iliz Avielour e Kemper. 26. Dec'h hag hiziv e oa ar gorventenn, met ne ra forzh, aet omp an enderv-mañ betek Lokentaz war ledenez Reviz war-arbenn d'ur strollad ortodoksed evit kehelañ ganto relegoù sant Gweltaz. C'hwevrer.3. Emvod lec'hel Bro-Leon er Merzher. Ouzhpenn tregont a dud, daoust d'an mazer fall. Da heul an emvod o deus bet hon ostizien, Rozenn hag Alan, ar vadelezh da aozañ ur banne tomm en o zi. Doue d'o bennigañ evit o degemer ken hegarat ! 8. Kinniget en doa hor mignon Yann dont du-mañ d'hor skoazellañ da droc'hañ koad. Deuet eo hiziv eta gant e dreujerez; evel-se eo bet diskaret hag hanochet un nebeut gwez bezv, haleg ha lugustr e-tal ar rivinoù nevez prenet. 10. Dont a rae hiziv da Vrest ul leanez, c'hoar Claire-Marie he anv, eus kumuniezh Oaziz ar Peoc'h e Medjugorje, d'ober ur brezegenn. Aet omp da Vro-Leon eta da verennañ e ti hor mignon Ronan da gentañ, ha neuze da Geraodren d'an endervezh pediñ: Rozera, oferenn ha prezegenn. Graet en deus an emvod-mañ kalz a vad d'an dud, c'honvat, a-drugarez d'al leanez he deus distaget komzoù don ha kreñv. 23. Edomp en endrev-mañ en emvod FGB e Kemper lec'h m'hon eus klevet un testeni dreistordinal digant Antoine ha Jacqueline Lagarrigue, ur prantad leun eus gras Doue. Ebrel. 12. Aozet eo bet ur c'hloz er prad e-kichen ar gludeg da zegemer an deñved. Un tamm buhez ouzhpenn e Lann Anna. Kroget hon eus da sevel ur speurenn etre ar sal-dour boutin ha kambr Gweltaz. Setu treuzfurmet a-grenn hor buhez ! Tremen a ra Oanez ha Kristen an endervezh ganimp o fistilhat hag o pourmen betek feunteun sant Mikael. 13. Emvod Aviel klok e Kemper. Oferenn e Landudeg o tistreiñ. 15. Da greizteiz e tegouezh a-zelazh, Herve-Mari Catta, kendiazezour kumuniezh an Emmanouel, m'hor boa kenlabouret gantañ 4 pe 5 bloaz zo evit sevel levrennoù divyezhek. Lavaret hon eus ar chapeled gantañ evel bemdez hag chomet eo da verennañ. Plijus tre eo e selaou, leun a vousfent ha soñjoù forzh pegement gantañ evit avielañ. 25. Oferenn gant an Tad Youen degouezhet gant Herri. 30 Aet omp fenoz da Gemper d'ar Greizenn Avielour ma teue da brezeg ur skosad, Bill Kettles e anv, da brezeg a-zivout an Emglev. Mae. Miz Mari. 4. Emgav etre Benead hag ul leanez, diazezourez ur gumuniezh nevez. 9. Yaou Bask Emañ Benead e Ploermael da emvod bras an Aviel Klok e ti breudeur Lamennais e-keit ha m'emañ Gweltaz en deizioù-mañ o heuliañ ur staj "pipe" (binioù bras) e Gourin. An enderv-mañ ez eo aet Fulub ivez da Bloermael gant ur vignonez. Galloudus eo bet oberoù Doue eno hag evit gwir ez eus un wagenn nevez kreñn kenañ a zihun hag a adnevezadur o tegouezhout en Iliz. 19. Pantekost. Emañ Gweltaz e Carpentras o heuliañ un estez a bedenn gant mignoned all eus Breizh. 26. Pardon Lokmaria Gwiskri. Mezheven. 1 Emvod pediñ e Kemper gant Stella Larocque o tont eus Kebek. Roet he deus he hir a desteni sebezus a-raok reiñ ur gelennadenn gant he doareoù dibar. 2. Pardon an Dreinded e Lannejenn. Emañ ar chapel o c'hortoz kaout un doenn. 4. Neizheur edo Stella en Treou evit un emvod. Goulennet he deus ouzh Benead he heuliañ ha fenoz ivez da Vrest: war ar pevar lamm e kas Gweltaz neuze e benntiek karet da Vro-Leon gant e R21 dreistsonek . Dre he gouniñverezh en deus an Aotrou Doue skuilhet kalz grasoù er c'halonoù. 7. Gouel ar Galon Sakr. Gant an amzer vil adarre ez omp aet fenoz d'an oferenn e chapel sant Maodez e Gwiskri lec'h ma vez enoret ivez ar Galon Sakr. Ur gartenn eus Breizh ez eus er chapel, warno klogorennouigoù tredan e-lezih da verkañ ilizoù ha chapelioù gouestlet da s. Maodez, ar re aet da get zoken, an delwennoù, ar gwerelloù, ar feunteunioù en enor d'ar sant hag e relegoù. Deurus tre ! Emañ Benead o huñvreal e vefe savet an hevelep tra evit sant Kaourintin, Gweltaz evit sant Maloù ha Fulub evit sant Siforian...
Extrait des chroniques du Moustoir**********2002Janvier. 1. Hier à la salle paroissiale de Gourin, nous avons organisé avec quelques amis une veillée de prière pour le passage à l'année nouvelle : une heure de louange et le chapelet pour finir. Ensuite une petite collation avec de bonnes choses apportées par les participants. Dieu bénisse cette année de grâce. 13. Aujourd'hui, Frédéric, le frère de Gweltaz est parmi nous. Il nous a offert un nouveau C.D. de la communauté du Verbe de Vie, où il a prononcé un nouvel engagement pour trois ans le mois dernier. Gloire à Dieu ! 15. C'est la période de plantation des arbres. Nous sommes allés cet après-midi en acheter quelques uns dans une pépinière : aunes, hêtres, charmes, sapins, bouleaux, un châtaignier et un néflier. 20. Réunion locale de Tiegezh Santez Anna à Henbont. Louange et enseignement avec quelques personnes. Goûter pour finir. Dieu bénisse cette rencontre en pays de Vannes. Semaine de prière pour l'unité des chrétiens : nous avons participé à une veillée de prière organisée à l'église Évangéliste de Quimper. 26. Tempête hier et aujourd'hui, qu'importe, nous sommes allés cet après-midi à Lokentaz (Saint- Gildas-de-Rhuis) où nous avons retrouvé un groupe orthodoxe pour vénérer les reliques de saint Gweltaz. Février. 3. Réunion locale pour le Léon, à La Martyre. Plus de trente personnes malgré le mauvais temps. Après la réunion, Alain et Rozenn, nos hôtes, ont eut la bonté d'offrir une collation dans leur maison. Dieu les bénisse pour leur si bon accueil ! 8. Notre ami Jean nous avait proposé de nous aider à couper du bois. Il est donc venu aujourd'hui avec sa tronçonneuse ; ainsi ont été abattus et tronçonnés des bouleaux, saules et troènes autour des ruines nouvellement acquises. 10. Aujourd'hui venait à Brest une religieuse, soeur Claire-Marie, de la communauté de l'Oasis de la Paix de Medjugorje, pour donner une conférence. Nous sommes donc partis pour le Léon où nous avons tout d'abord déjeûné cher notre ami Ronan avant de nous rendre à Keraodren pour l'après-midi de prière, Rosaire, messe et conférence. Cette réunion aura sans doute fait beaucoup de bien grâce aux paroles profondes et fortes de la soeur. 23. Nous étions cet après-midi à une réunion FGB à Quimper où nous avons écouté le témoignage extraordinaire d'Antoine et Jacqueline Lagarrigue, un moment de grâce intense. Avril. 12. Un enclos a été aménagé dans le champ, près du poulailler, pour accueillir les moutons : un peu plus de vie à Lann Anna ! Nous avons commencé à lever une cloison entre la salle de bain commune et la chambre de Gweltaz. Voici notre vie tourte transformée ! Agnès et Christian ont passé l'après-midi avec nous. Nous avons bavardé en nous promenant jusqu'à la fontaine de St Michel. 13. Réunion du Plein évangile à Quimper, messe à Landudec au retour. 15. A midi visite surprise d'Hervé-Marie Catta, co-fondateur de la communauté de l'Emmanuel, avec lequel nous avions collaboré, il y a 4 ou 5 ans, à la réalisation de livrets bilingues. Avec lui, nous avons prié le chapelet, ainsi que nous le faisons chaque jour, et il est resté déjeûner. Nous avons eu beaucoup de plaisir à l'écouter nous parler, plein d'humour et débordant d'idées nouvelles pour évangéliser. 25. Messe avec Tad Youenn qui est arrivé avec Henri. 30. Nous sommes allés ce soir à Quimper au Centre Evangélique où venait prêcher un Écossais, Bill Kettles, au sujet de l'Alliance. Mai. Mois de Marie. 4. Benead rencontre la soeur fondatrice d'une communauté nouvelle. 9. Ascension. Benead est à Ploërmel pour une grande réunion du Plein Évangile à la maison des frères de Lamennais, tandis que Gweltaz suit un stage de cornemuse à Gourin. Cet après-midi Philippe s'est également rendu à Ploërmel avec une amie. Là-bas, les oeuvres du Seigneur sont puissantes et l'on voit une nouvelle et forte vague de réveil et de renouveau qui déferle sur l'Église. 19. Pentecôte. Gweltaz est à Carpentras pour une session de prière en compagnie de quelques amis bretons. 26. Pardon de Lokmaria à Guiscriff. Juin. 1. Réunion de prière à Quimper avec Stella Larocque qui nous vient du Québec. Elle a donné son long et stupéfiant témoignage avant de faire un enseignement selon ses façons bien à elle. 2. Pardon de la Trinité à Lanvénégen. La chapelle attend toujours son toit. 4. Stella était hier soir au Trévoux pour une nouvelle réunion. Elle avait demandé à Benead de l'accompagner et de nouveau à Brest ce soir: sur les chapeaux de roue, Gweltaz prend la R21 supersonique pour envoyerpapa-berger dans le Léon. Par le ministèrede Stella, le Seigneur a comblé de grâce bien des coeurs. 7. Fête du Sacré Coeur. Sous le mauvais temps qui continue, nous allons à la messe à la chapelle St Maudez de Guiscriff où l'on honore également le Sacré Coeur. Dans la chapelle est exposée une carte de Bretagne constellée de lumières qui signalent les lieux des églises et chapelles existantes ou disparues dédiées à St Maudez, et aussi des statues, des vitraux, des fontaines en l'honneur du saint ou encore de ses reliques. Passionnant ! Benead rêve déjà de la même chose pour St Corentin, Gweltaz pour St Malo et Philippe pour St Symphorien...
v Hon
gannadig "Breizh da Jezuz" a vez kaset dre lizher pe dre bostel bep
miz war o goulenn d’ar re a fell dezho bezañ e darempred gant
Tiegezh Santez Anna, dizoleiñ he galvadenn ha zoken bevañ diouti.
Da bep hini da gas e brof hervez e galon evit harpañ an oberenn.
skrivañ - koumanantiñ
Notre
lettre est adressée chaque mois par courrier postal ou par courriel
(e-mail) sur simple demande à ceux qui veulent être en relation
avec Tiegezh Santez Anna, découvrir sa vocation et peut être
même en vivre. Chacun est invité à apporter son offrande
selon son coeur afin de soutenir l’oeuvre.
écrire - s'abonner
*****
Da werzhañ. S'informer sur la Bretagne: livres à vendre -
prix intéressants
en
français:- Bretagne des Saints. Florian Le
Roy. 1959. 284p. Illustré. 180F urzh
- Les Saints Bretons.
Dobble et Kerbiriou; 1933. 35 p. Illustré. 100F; urzh
- Saint Pol de Léon.
Lécureux. 94p. Illustré. En l'état 80F; urzh
- Saint Lunaire par l'abbé
J. Mathurin. 1913. 95p. Illustré. 220F. urzh
- Les Saints vétérinaires
de Bretagne. Gloada Millour. Skol Vreizh n°19. 50F urzh
- Michel Le Nobletz.
Ferdinand Renaud. 1954. 419p. Illustré. 300F urzh
- Armelle Nicolas dite
la Bonne Armelle. Hippolyte Le Gouvello. 1913 366p. Illustré 200F
urzh
- Le bienheureux Maunoir.
M.Th. Le Moigne-Klipfel. 1964. 206p. Illustré. 120F urzh
- Le "Tad Mad", vie du
Bienheureux Julien Maunoir. R. M. De la Chevasnerie. 1951. 222p. Illustré.
120F. urzh
- Le Bienheureux Louis-Marie
Grignon de Montfort. J. Calvet. Albin Michel. 1942. 39p.40F. urzh
- Jeanne Jugan. Paul
Micent. 1978. 250p. Illustré; 100F urzh
- Les Abbayes bretonnes.
Le Sarment. Fayard. 1983. 544p Illustré. 350F urzh
- Atlas des Croix et
calvaires du Finistère. Y.P. Castel. 1980. 369 p. En l'état
70F urzh
- Notre Dame de Bon Secours
de Guingamp. Abbé Coadic. 1933. Non découpé. 180F
urzh
- La Bretagne Contemporaine
** Depuis 1914. Yann Poupinot. 1955. .227p. Illustré; 100F.
urzh
- Histoire et Géographie
du Finistère. F. Cornou. 1924. 54p. Illustré; 100F.
urzh
- Les Cahiers du Pays
de Baud. N° 1.2.3.5.18. Le tout 120F urzh
- Mémoires de
Bretagne. Société d'Histoire et d'Archéologie. Années
: 1979-80-81-82-83. 70F l'exemplaire. urzh
- Société
Archéologique du Finistère. Années : 1925.1959.1964.
90F l'exemplaire. Années 1978-79. 70F l'exemplaire. urzh
- Revue Morbihanaise
1895.1891.1910. 250F le tout urzh
- Bulletin de la Société
Polymathique du Morbihan 1932. 80F. urzh
- La Sénéchaussée
de Chateauneuf du Faou, Huelgoat et Landeleau. 240p. Ouvrage très
recherché. En l'état 130F. urzh
- Bulletin Diocésain
d'Histoire et d'archéologie de Quimper et Léon. 1902.11.12.18.22.23..29.30.31-
Table analytique 1901--1940 Le tout 1300F urzh
- La Bretagne des Origines.
Institut Culturel de Bretangne. 1997. 137p. Illustré. 60F
urzh
en breton
- Kantigoù Brezonek
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger. 1934. Avec partitions. 100F urzh
- Kañnenneu eskopti
Guéned. 90F urzh
- Kantikoù brezonek
eskopti Kemper ha Leon. 1948. Illustré par Langlais. 160F
urzh
- "Cantiquoù spirituel"
(1642) Premier recueil de Cantiques bretons par Gwennole Le Men. Skol 1997.
250F (Prix exceptionnel !) urzh
- Fatima. Tad Medard.
.1944. 159p. Illustré. Avec envoi de l'auteur. 250F urzh
- An irin gkas. Ronan
Huon 1971. 90F. urzh
- An ti satanazet.
Jakez Riou. 1944. 200F urzh
urzhiatañ commander Pgz/Plr:
297 34 54 97
* * * * * * * * * * * * * * ** * * * * * * * * * * * * * ** * * * * * * * * * * * * * *![]()
A-drugarez d'an emvodoù lec'hel pergen ha da zegouezhioù all ivez hon eus bet tro da gejañ gant kalzik ac'hanoc'h e-doug ar mizioù tremenet. Dindan mantell santez Anna e kresk tamm-ha-tamm hon tiegezh speredel. Emaomp o kenderc'hel gant labourioù hir hor skoazello dizale da bleustriñ hor galvadenn. Bennozh Doue evit ho skoazell feal, evit ar profoù hag an donezonoù. Harpet ganeoc'h e c'hellimp kenderc'hel c'hoazh.
Sevel an tiegezh tro dro da santez Anna
Meur a berzhiad d’an devezh-se o deus lavaret dimp e vije mat reiñ da glevout d’an holl seurt kelennadenn a zo bet distaget en degouezh-se a-zivout galvadenn Tiegezh Santez Anna. Bleniet ez omp evit gwir gant an Aotrou Doue da labourat en doare ma c’hello pep hini kavout e lec’h en hon tiegezh speredel.
Teulioù diazez
Poent eo enta e vefe skrivet ha kinniget deoc’h an teulioù diazez a roio an tu da zizoleiñ ha da bleustriñ galvadenn Tiegezh Santez Anna. Da seurt labour, mar fell da Zoue, e ouestlimp hor strivoù, e-doug ar mizioù o tont.
Harp
Evit kas da benn-mat seurt labourioù hag oberennoù hon eus ezhomm da vezañ harpet gant ho pedenn ha gant ho profoù. Trugarez d'an holl.
* * * * *
Grâce aux réunions locales et à d'autres occasions, nous avons pu rencontrer beaucoup d'entre vous durant ces derniers mois. Sous le manteau de sainte Anne, notre famille spirituelle grandit peu à peu. Nous poursuivons les longs travaux qui nous permettront bientôt de concrétiser notre appel. Merci pour votre aide fidèle, pour les dons et les offrandes. Avec votre soutien, nous pourrons continuer.
Construire la famille autour
de sainte Anne
Plusieurs des participants à cette journée nous ont dit qu’il serait bon de permettre à tous d’entendre l’enseignement qui fut donné à cette occasion au sujet de la vocation de Tiegezh Santez Anna. Il est vrai que nous sommes conduits par le Seigneur à travailler afin que chacun puisse trouver sa place dans notre famille spirituelle.
Documents fondateurs
Il est donc temps que soient rédigés et proposés les documents qui permettront de découvrir et de mettre en oeuvre la vocation de Tiegezh Santez Anna. A ce travail, si Dieu veut, nous consacrerons nos efforts dans les mois à venir.
Nous soutenir
Pour mener à bien certains travaux et oeuvres, nous avons besoin d'être soutenus par votre prière et vos dons. Merci à tous.
Chaque mois
est célébrée une Messe
aux intentions des
amis de Tiegezh Santez Anna.
avez-vous des intentions de prières à nous
confier?
n'hésitez pas à nous les envoyer
par e-mail
*
* * *
Deuit Spered Glan
1)
Deuit, Spered Glan, deuit dre ho kwent, da leuniañ an neved ma'z on,
O deuit Spered Glan, c'hwezh c'halloudus, mouchig-avel a garantez.
C'hwezhit warnon, c'hwezhit warnon, c'hwezhit (2w), c'hwezhit warnon, c'hwezhit gwent Doue.
2)
Deuit Spered Glan, deuit dre ho klav da c'hlebiañ an douar m'az on.
O deuit, Spered Glan, koummad nerzhus, andon ha ster a levenez.
Strilhit warnon, strilhit warnon,Strilhit (2w), strilhit warnon, strilhit, glav Doue.
3)
Deuit Spered Glan, deuit dre ho tan da leskiñ ar profad ma'z on,
O deuit, Spered Glan, flammenn lontek, regezenn wrezus a vuhez,
Va entanit, va entanit,dêvit (2w), va entanit, dêvit, tan Doue.
Viens, Saint Esprit
1)
Viens, Saint Esprit, viens par ton vent, remplir le Temple que je suis,
Oh viens, Saint Esprit, souffle puissant, brise d'amour, courant de vie,
Souffle sur moi, souffle sur moi, souffle (bis), souffle sur moi, souffle, vent de Dieu.
2)
Viens Saint Esprit, viens par ta pluie, mouiller la terre que je suis.
Oh viens, Saint Esprit, flot impétueux, source d'amour, fleuve de vie.
Coule sur moi, coule sur moi, coule (bis), coule sur moi, coule, pluie de Dieu.
3)
Viens, Saint Esprit, viens par ton feu, brûler l'offrande que je suis,
Oh viens, Saint Esprit, souffle puissant, brise d'amour, fleuve de vie.
Embrase-moi, embrase-moi, brûle (bis), embrase-moi, brûle feu de Dieu.
*
**Hon gannadig "Breizh da Jezuz" a vez kaset dre lizher pe
dre bostel bep miz war o goulenn d’ar re a fell dezho bezañ e
darempred gant Tiegezh Santez Anna, dizoleiñ he galvadenn ha zoken
bevañ diouti. Da bep hini da gas e brof hervez e galon evit harpañ
an oberenn. skrivañ - koumanantiñ
Notre lettre est adressée chaque mois par courrier postal ou par courriel (e-mail) sur simple demande à ceux qui veulent être en relation avec la Famille Ste Anne, découvrir sa vocation et peut être même en vivre. Chacun est invité à apporter son offrande selon son coeur afin de soutenir l’oeuvre. écrire - s'abonner